Speyer

Ardamez Speyer

Speyer a zo ur gêr eus Alamagn, e stad Rheinland-Pfalz. Emañ war lez ar stêr Roen, 20 km er c'hreisteiz da Ludwigshafen am Rhein ha Mannheim. 49 764 a dud a oa o vevañ enni e dibenn 2012.

Abaoe ar VIIvet kantved ez eo Speyer sez un eskopti. An iliz-veur eo ar savadur brudetañ a zo e kêr, iliz Santez Maria ha Sant Stefan, anvet ivez Iliz-veur an impalaer abaoe an XIvet kantved. Brasañ iliz romanek ar bed kristen eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search